Abaoe 2005 emañ Arvorig FM e Landerne.
Staliet eo e Park Ijinañ Maezkoad.
Meret eo gant "Ar Skinoù-Arvorig F.M.", ur gevredigezh 1901 anezhi, renet gant ur c'huzul-merañ.
Kadoriad: Yann Ber Thomin (abaoe 2010), teñzorier: Yann Fanch Kerneis, sekretour: Reun Treger.
Kuit da vont en dro dre zastum bruderezh kenwerzhel e ra ar radio gant skoaziadennoù digant Ministrerezh gall ar sevenadur, Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed ha strollagezhioù lec'hel.
Degemer a ra ivez skodennoù ha roadennoù an izili.
Digor eo ar gevarzhe da gement hini a garfe kemer perzh enni hag e-se skoazellañ Arvorig FM.